Niver leiel

Un niver leiel zo un niver a zo bihanoc'h eget (pe par da) mann, e-giz −3 pe −π. Ar re-mañ a ental ar c'hevanion leiel, an niveroù feurek leiel, an niveroù anfeurek leiel, an niveroù gwerc'hel leiel. Mann zo desellet evel un niver leiel. Pa vez un niver leiel hag anvannel, e lavarer eus outañ ez eo leiel strizh.

Ar c'hevanion daveel a c'hell bout gwelet evel erdaloù a 'r c'hevanion naturel, en doare m'en deus an atalad xy = z un disoc'h lazek holl gwerzhadoù x ha y ; teskad ar c'hevanion muiel ha leiel zo anvet teskad ar c'hevanion daveel. An teskadoù niveroù all a c'hell bout savet evel erdaloù tamm-ha-tamm kenaozetoc'h pe evel hollegadurioù adalek kevanion.

An nivroù leil zo arveradus evit deskrivañ gwerzhadoù war ur skeul a ziskenn dindan mann, e-giz ar gwrez, pe c'hoazh e kontaouerezh e-lerc'h mac'hellont bout arveret evit taolenniñ dlead pe divigadoù. E kontaouerezh, an dleadoù zo alies taolennet gant niveoù skrivet e ruz pe dre un niver etre kromelloù.

Pa gomzer a niveroù muiel pe leiel, an adanorioù muiel ha leiel a zle bout kemeret en ur ster ledan, eleze n'eo ket ezlakaet mann hag eo an niver nemetañ o vout muiel ha leiel war un dro. Mar deseller an niveroù muiel pe leiel hogen anvannel, e tleer enta resisaat muiel strizh pe leiel strizh.

  • Teskad ar c'hevanion daveel leiel zo notet ent-boas ,
  • teskad ar c'hevanion daveel leiel strizh zo notet ent-boas ,
  • teskad an niveroù feurek leiel zo notet ent-boas ,
  • teskad an niveroù feurek leiel strizh zo notet ent-boas ,
  • teskad an niveroù gwerc'hel leiel zo notet ent-boas ,
  • teskad an niveroù gwerc'hel leiel strizh zo notet ent-boas ,

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search